Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

John Graydd

gasimal — 2008-06-17 GTM 1 @ 14:45 Tikedennoù:

John Graydd eo anv-pluenn an hini en deus skrivet ar romant Ne vo ket kig ha farz evit Samantha, embannet gant ar gevredigezh Tres e 2006. Hervez an destenn a lenner war kein al levr e vije John Graydd ur C'hembread en dije desket brezhoneg.
Krediñ a reer eo bet savet al levr gant meur a zen, David ar Gall, kelenner e skolaj Diwan Gwened en o zouesk, evit al lodenn skrivet e gwenedeg da vihanañ.

Enezenn AZ

gasimal — 2008-06-17 GTM 1 @ 14:31 Tikedennoù:

ileaz2.jpg

An enezenn AZ a zo ur vag vras divent ijinet gant Yann-Fulupe Zoppini hag an embregerezh Alsthom. Kroget e vo anezhañ a benn nebeut.

Un enezenn damm heñvel a zo bet ijinet gant ar skrivangnour Jules Verne er blezadoù 1895 e barzh e romant “L’île à helice”. An huñvre-se a zo bet lakaet e pleustr gant an an ti savour Yann-Fulup Zoppini hag an embregerezh Alsthom. Un enezenn 10 devezh-arat gant he morlenn, he forzh, he ranndioù lorc’hus, he c’hreizennoù satlioù, he c’hazino, ...
Muzuliiñ a ra 7 km hirder war 5 km ledander. Dre ma z’eo bet krouet get Alsthom ha Zoppini ez eo bet anvet AZ. Yann-Fulup Zoppini en deus soñjet en un enezenn damm-heñvel e 1981, anvet oa “Isula” met ne c’helle ket fiñval e-keñver AZ a za da 10 skoulm (18,5km/eur). Ar vag/enezenn a goustay tro-dro 2 viliard a euroioù (e-keñver ar Queen Mary II en deus koustet 780 milion €). Sañset e vo kroget anezhañ e 2008 pe 2009. Tammoù zo a vo krouet e Sant-Nazer hag e Oseania. Bez e vo en enezenn 4000 loj pompadus hag e vo tu lakaat 10 000 den enno.